François de Beaulieu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
François de Beaulieu, a orin eus Loren, a grog e vuhez stourmer e Paris e 1967. Tost eus ar metoù degouezhelour e kemer perzh e darvoudoù Mae 68. Degemeret eo eta en Etrevroadel degouezhelour e fin ar bloavezh. Skarzhet eo avat eus ar strollad e 1971. Distreiñ a ra neuze da Vreizh, Montroulez, er bloavezhioù 1970, e lec'h ma krog da zaremprediñ ar metoù ekologour. Adalek 1975 e ren ar stourm a-enep ar raktres kreizenn nukleel e Beg-ar-Fri. Krouiñ a ra ivez Montroulez Ekologiezh, hag en em ginnig a raio dindan an anv-se da goulz dilennadegoù lezennat 1978. 2,75% eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Ar bloavezh war-lerc'h eo 25vet war listenn an ekologourien, Europe Écologie, evit dilennadegoù europat 1979. Sekretour meur Breizh vev eo dibaoe 1998. Meur a levr en deus bet skrivet war an natur e Breizh.