Frikorneg gloanek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Frikorneg gloanek
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Bronneg | ||||
Urzhiad : | Perissodactyla | ||||
Kerentiad : | Rhinocerotidae | ||||
Genad : | Coelodonta | ||||
Anv skiantel | |||||
Coelodonta antiquitatis Blumenbach (1807) |
|||||
Pelec'h e veze kavet | |||||
Eurazia | |||||
Prantad | |||||
Pleistosen | |||||
|
Ar frikorneg gloanek (Coelodonta antiquitatis) a zo ur spesad frikorneged aet da get bremañ hag a oa o vevañ betek e-kerz marevezh ar skorn diwezhañ. O vevañ e oa e stepennoù norzh Eurazia tra ma veve ar Frikorneg ramz, kar dezhañ, e toleadoù klouaroc’h ar su.
E vent a dape 3,5 m pe war-dro. Daou gorn en devoa war e fri, an hini izelañ a oa kalz hiroc’h (1 m) eget an hini uhelañ. E gorn plat a servije dezhañ da gas kuit an erc’h diwar ar geot a-benn debriñ anezho. Blev hir en devoa ha tev-mat e oa e feur evit gallout talañ ouzh yenien vras an amzerioù-hont. Bihan oa e zivskouarn, berr ha tev e dreid hag ur c’horf postek a oa dezhañ.
Chaseet e veze gant tud an amzerioù-hont ha gwelet e vez skeudennet er c’hevioù alies.
An hiniennoù diwezhañ a zo marvet war-dro 8.000 bloaz a-raok J.-K. e Siberia. Ur c'har tost anezhañ, ar frikorneg Sumatra (Dicerorhinus sumatrensis) a dreuzvev e gevred Azia met en arvar bras eo.