Friz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Friz, pe Bro-Friz, (frizeg:Fryslân ; nederlandeg: Friesland) a zo unan eus an 12 proviñs a zo en Izelvroioù. Frizeg eo yezh ar vro. 643,000 a dud a oa enni e 2005. Ljouwert (Leeuwarden), 91,000 a dud enni, eo kêr-benn ar vro.
Harzoù he deus proviñs Friz gant proviñsoù Groningen, Drenthe, Overijssel ha Flevoland. Er c’hornôg dezhi emañ an IJsselmeer hag en hanternoz Mor Wadden, bevennet gant un heuliad inizi. Gallout a reer mont war-eeun eus Friz da broviñs Noord-Holland dre ur chaoser anvet an Afsluitdijk.
Taolenn |
[kemmañ] Yezh
Frizeg (pe Frizeg ar c’hornôg) a gaozeer e proviñs Friz, unan eus ar yezhoù frizek, zo kar da frizeg ar reter ha da frizeg an hanternoz, komzet en Alamagn.
Diwar ar 660 000 a annezidi zo e proviñs Friz, ez eus 450 000 anezho a gomz frizeg, ha war-dro 360.000 anezho o deus ar frizeg evel yezh-vamm. En inizi eo gwanoc’h stad ar yezh. Er c’hêrioù e klever alies ur rannyezh anvet Stadtfriesisch (frizeg ar c’hêrioù), zo kalz a c'herioù nederlandek enni. En ul lodenn eus Friz, e korn-bro Stellingwerven, n’eo ket frizeg a vez kaozeet, met rannyezhoù izelsaksek. En ul lodennig eus kornôg proviñs Groningen e vez komzet frizeg ivez.
[kemmañ] Kêrioù bras
- Leeuwarden (Ljouwert)
- Sneek (Snits)
- IJlst (Drylts)
- Sloten (Sleat)
- Stavoren (Starum)
- Hindeloopen (Hylpen)
- Workum (Warkum)
- Bolsward (Boalsert)
- Harlingen (Harns)
- Franeker (Frjentsjer)
- Dokkum (Dokkum)
[kemmañ] Kêrioù
- Heerenveen (It Hearrenfean)
- Drachten (mun. Smallingerland)
[kemmañ] Kumunioù
- Achtkarspelen
- It Amelân
- Boarnsterhim
- Boalsert
- Dantumadiel
- Dongeradiel
- Ferwerderadiel
- Frjentsjerteradiel
- Gaasterlân-Sleat
- Harns
- It Hearrenfean
- Het Bildt
- Kollumerlân
- Ljouwert
- Ljouwerteradiel
- Lemsterlân
- Littenseradiel
- Menameradiel
- Nijefurd
- Eaststellingwerf
- Opsterlân
- Skiermûntseach
- Skarsterlân
- Smellingerlân
- Snits
- Skylge
- Tytsjerksteradiel
- Flylân
- Weststellingwerf
- Wûnseradiel
- Wymbritseradiel
[kemmañ] Gwelout ivez
- De âlde Friezen kan broadel Friz.
- Inizi Frizian