Gabriele Malagrida
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Gabriel Malagrida a zo bet ur misioner ha jezuist italian, ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1689 e Menaggio (Italia) ha marvet d'ar 21 a viz Gwenholon 1761 e Lisbon (Portugal).
War-lerc'h mont da jezuit d'an 23 a viz Here 1711 e voe kaset da visioner da Vrazil e1721.
Barnet e voe da varv dre serramant ha da vout devet war ar buched gant lez-varn an Inkizision .
Avielañ a reas Indianed Brazil, ha dreist-holl e stadoù Maranhão ha Pará, abostol ar feiz ha prezeger kalonek hag entanet, ma veze graet «abostol Brazil» anezhañ, war-lerc'h dezhañ ergerzhout Maranhão, Pará, Baía ha Pernambuco.
Dont a reas da Lisbona e 1750, eno e voe p'edo ar roue João V a Bortugal war e dalaroù, hag e chomas betek 1751. Neuze e tistroas d'ar Maranhão , ma chomas betek 1754, hag er bloavezh-se e tistroas da vat da Portugal, war c'houlenn D. Mariana de Áustria. Gallout a reer lavarout e voe ar brasañ fazi a reas en e vuhez.
Deol evel ma oa, pa deuas kren-douar 1755 (an hini a zo kaoz anezhañ e levr Voltaire, Candide), e kavas mat kemer e dro da vroudañ tud Lisbona da gemm o dareoù-bevañ.
Feuket gant an displegadur, a lakae ar gwallreuz war-gont abegoù naturel, a veze skignet war follennoù embannet gant ministr galloudus ar roue José I a Bortugal, Markiz Pombal, e skrivas ul levrig anvet Juízo da verdadeira causa do terramoto (1756) ma lavare e teue ar c'hren-douar evel ur c'hastiz a-berzh doue ha ma lavare e oa ret diboaniañ ha frealziñ ar paourkaezh tud diannez gant prosesionoù hag oberoù a feiz.
Ar markiz avat ne gavas ket skrid Malagrida d'e c'hrad, rak kavout a rae dezhañ e oa damveneg anezhañ el levr, ha bezañ dislavaret ne blije ket tamm dezhañ. Setu ma roas urzh da Malagrida da vont en harlu da gêr Setúbal. Nesse desterro, Malagrida era visitado por muitas pessoas, e entre elas por membros da família Távora, tão odiada pelo marquês de Pombal.
O suposto atentado de 3 de Setembro de 1758, e o processo dos Távoras que se lhe seguiu, proporcionou a Pombal a ocasião para perseguir Malagrida ainda com mais severidade e denunciá-lo à Inquisição como falso profeta, impostor e, pior de tudo, de ser um herege, o que equivalia à morte na fogueira.
Septuagenário, alquebrado pelos trabalhos passados e pela prisão doentia, tornou-se demente, continuando a defender obstinadamente as suas crenças.
Entregue à Inquisição de Lisboa e após um processo, considerado por vários historiadores de algo grotesco, foi acusado de herege e posteriormente foi condenado ao garrote e fogueira no auto-de-fé de 21 de Setembro de 1761, tendo sido queimado no Rossio, a praça principal de Lisboa.
Hervez ar filozofour gall Voltaire en e levr Candide, «war bern ar re a ziskiantegezh e voe taolet ar re a euzh ».