Gandaeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar gandaeg (gandaeg luganda') a zo ur yezh vantouek komzet dreist-holl e rannvro ar Bouganda en Ouganda gant ouzhpenn 3 milion a dud. Ouzhpenn-se e vez komzet gant 100.000 den all evel eil yezh. Saozneg eo yezh ofisiel Ouganda, met ar gandaeg eo an eil yezh muiañ komzet war e lerc'h ha kelennet e vez e skolioù kentañ-derez zo.
Evel en holl yezhoù bantouek e vez renket an anvioù-kadarn e klasoù hag implijet e vez rakgerioù a diskwel e peseurt klas e rank bezañ renket ar ger-mañ'r-ger, da skwer:
- mu - den (unander); muganda = un den eus Ganda (ur gandaad)
- bu - bro; buganda = bro ar C'handaed (Bro-C'handa)
- lu - yezh; luganda = yezh ar C'handaed (gandaeg)
Setu penaos eo gwelloc'h ober gant gandaeg e brezhoneg diwar ar ger gandaeg luganda evit ober gant ar ger lougandeg da skwer.