Gwalarn (kelaouenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Evit ar ger boutin, sell ouzh gwalarn
Ur gelaouenn vrezhonek eo bet Gwalarn e-pad 19 vloaz (1925-1944). Krouet eo bet evel ur stagadenn sevenadurel drimiziek da vBreiz atao, kazetenn Strollad Broadel Breiz. Da Roparz Hemon ha da Olier Mordrel eo bet fiziet an atebegezh hag int o deus sinet un destenn c'hallek anvet Premier et dernier manifeste en langue française de Gwalarn. Er bloavezh 1926 e teu da vezañ ar stagadenn ur gelaouenn lennegel distag, Gwalarn e ditl ha Roparz Hemon en he fenn. Dont a raio ingal bep miz betek bombezadegoù war di-moulañ ar SBB e Roazhon e 1944. Dre ma roas un toullad skrivagnerien yaouank ha kozh ivez pennadoù, ur stil nevez dezho, e vez kaoz eus ur skol lennegel brezhoneg anvet Skol Walarn.
[kemmañ] Labour aozañ Roparz Hemon
[kemmañ] Skol Walarn
Gwelet ar pennad Skol Walarn.
[kemmañ] Ar Skrivagnerien
Gwelet roll skrivagnerien Skol Walarn.