Gwinieg ar Muskadig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gwinieg ar Muskadig en em ledan en un takad gwiniegi e su Breizh (Bro-Naoned ha departamant al Liger-Atlantel) ha e Maine-et-Loire ha Vañde m'eo produet gwinioù gwenn sec'h. Renket eo dindan un AOC (anvadur kontrollet an orin) abaoe 1937 (kemmedurioù diwezhañ ar renkadur dre an disentez embannet d'an19 aviz Gwengolo 2001). Ur gorread 13 000 hektar a zo da dakad ar produadur e Naoned (Liger-Atlantel).
Plantenn wini, graet nemet gwin gwenn ganti, a zo dezhi meur a anv : muskadig (anv lec'hel), meulon brezhon, meulon Bourgogn pe veulon musket. Dont a ra muskadig eus frond ar musk a zo dezhañ. Darn ar gwinioù a vez roet an AOC muskadig war lec'hi(enn) p'en deus ar gwinioù-se tremenet ur goañv en o fustoù pe o bodoù hepken ha bezañ c'hoaz war o lec'hi p'o deus bet envoutailhet pe etre ar 1añ a viz Meurzh hag an 30vet a viz Mezheven pe etre ar 15vet a viz Here hag an 30vet a viz Du.
Meur a anvadur kontrollet a zo e gwinieg ar Muskadig : :
- Muskadig Torgennoù-al-Liger, termenet e gorread gant an disentez embannet d'an 14 novembre 1936, war 500 hektar e 24 kumun. Ur gwin temzet, nervus ha prest evit azviñ er boutailhoù.
- Muskadig Riblennoù-Lenn-Grandlieu, 29 Kerzu 1994. Un dibarelezh a zo dezhañ diwar ar mikrohinad a zegas al lenn. Asantet eo implijout an anvadur evit ur gorread 600 hektar ennañ e 19 kumun, 2 anezho e Vañde.
- Muskadig Sèvre-ha-Maine, termenet e gorread gant an disentez embannet d'an 9vet a viz Here 1995, war 10 000 hektar e 23 communes. Diwar hemañ e teu 80% ar produadur.