Hañv
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An 'hañv a zo unan eus ar pevar rannvloaz an takadoù kerreizh, an hini tommãn d'an aliesañ.
[kemmañ] Deiziad
N'eus ket tu lavaret peseurt deiziad eo hini penn an hañv ha ne vez ket gwelet petra eo an hañv e pep lec'h pa n'eo ket ar memes rannvloazioù e hanterzouaroù Norzh ha Su. Er steredoniezh e vez termenet deiz kentañ an hañv evel hini an "solstice" (troidigezh?) da lavaret eo war-dro diwezh miz Mezheven e hanterzouar Norzh ha war-dro diwezh miz Kerzu e hanterzouar Su.
E-keñver an oablouriezh e kez termenet an hañv gant mizioù Mezheven, Gouere hag Eost (Norzh) ha Kerzu, Genver, C'hwevrer (Su) en o fezh. Tostoc'h ouzh ar fedoù eo an termenadur-mañ.
Koulskoude e vez kavet meur a deiziad boas evit penn an hañv e bro pe vro. E Iwerzhon e vez lidet an hañv d'an 1añ a viz Mae, met e broioù all eo bet dibabet ar 1añ a viz Mezheven pe ar 21vet a viz Mezheven. Er steredoniezh Sina eo ar 6vet a viz Mae pe war-dro deiziad kentañ an hañv.
E su ha gevred Azia e vez termenet an hañv evel ar maread etre Meurz ha Mezheven pa vez diwezh ar ranvloaz tomm ha donedigezh ar monson.
[kemmañ] Abeg ar gwrez
Pa vez an hañv en un hanterzouar, hemañ a zo troet war-du an Heol p'eo kostezet ken e chom pelloc'h dindan e vannoù ha dre-se eo hiroc'h an deizioù ha tommoc'h an temperadur.