Hainaut (proviñs)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Proviñs Hainaut (Hainaut e galleg, Henegouwen e nederlandeg) zo unan eus proviñsoù Belgia, e kornôg Wallonia. Bevennoù he deus gant proviñsoù Flandrez ar C'hornôg, Flandrez ar Reter ha Brabant Flandrez (Flandrez), Brabant Wallon ha Namur (Wallonia), ha gant departamant an Nord (Frañs). En em astenn a ra war 3 800 km² hag 1 283 200 a dud a oa o chom enni e 2004. Mons eo kêr-benn ar broviñs.
Evit an istor, sellit ouzh Kontelezh Hainaut.