Harry Nelson Pillsbury
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Harry Nelson Pillsbury, bet ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1872, marvet d'ar 17 a viz Mezheven 1906.
Meurc'hoarier echedoù, an hini gwellañ bet ganet e SUA abaoe Paul Charles Morphy. Dont a reas ar maout gantañ e tournamantoù etrebroadel Hastings (Breizh-Veur) e 1895 ha München (Alamagn) e 1900; eilvet e voe e hini Pariz (Bro-C'hall) e 1900. Kampion SUA adalek 1879 betek e varv. Barrek-kenañ e voe war ar c'hoari-dall, en ur zont a-benn eus 23 eneber war 23 tablez war un dro e partiennoù kempred.