Ikened
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Ikened a oa unan eus ar pobloù brezhon a oa er vro a zo Norfolk bremañ , e Bro-Saoz, e biz Enez Vreizh etre ar Patrom:Iañ kantved kent JK hag ar Patrom:Iañ kantved goude JK
[kemmañ] Aloubadeg ar Romaned
En amzer an aloubadeg roman edo o c'hêr vras, pe o c'heoded, e Venta Icenorum (Caister by Norwich en deiz a hiriv).
Ar penn Prasutagus a eas a-du gant ar Romaned, ha neuze e voe lezet da roue gant an impalaer roman Claudius. D'ar Romaned ne dlee an dra-se padout nemet betek marv ar roue brezhon. Goude e vije roet d'an impalaer, hêr madoù ar roue.
Pa deuas an ofiserien roman e rejont gaou ha gwall d'e wreg Boudika ha d'e verc'hed, hag ar bobl en em savas enep dezho. Er bloavezh 61, mouget an emsavadeg renet gant Boudika, rouanez an Ikened, e voe distrujet Londrez .