Industriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un industri, dre vras, a so neb rummad micheriow gant ur memes mod da g'hounid arc'hant, da skwer "industri ar sinema", "industri ar c'hirri-tan", pe memes "industri ar laezh".
An Industri, en un doare muioc'h specifik, a so ur sekteur deus ar produksïon ekonomik, troëd war-du manufakturiñ kentoc'h, e-lec'h e vez ezomm investissañ bochad arc'hant a-raog gounid netrà. An "industri pounner" e vez lâred deus an dra-se iwe.
An Industri-se so daet da vud ur sekteur-produiñ pennañ en Europ hag en Amerik an Hanternos e-pad ar Revolussion Industriel. Goloëd eo bet ganti an ekonomïoù komersial ha feodal a oa en he raog. Ganed e oa graç d'un nebeud araokadurioù teknolojik daet buan an eil war lec'h e-gile, evel developamant ar moteur dre vapeur, heni ar mekanikoù gwiadañ, hag araokadurioù all ewid produiñ dir ha glaou war ur skeul vras. Ar broioù industriel a so waet neuse da gemer ur sistem politik kapitalist. Dre henchoù-houarn ha bigi dre vapeur eo deuet possubl da gevreañ buan tachennoù deus ar bed hag oa re bell an eil deus he-ben, ha possubl eo da firmow prevez da greskiñ ken ne oa ked bet gwelet biskoazh a-raog-se. Goude ar Revolussion Industriel, un trede deus produksïon ekonomik ar Bed, marse, a teue deus an industriyoù-manufakturiñ — an dra-se a rae muioc'h eged ar labour-douar, med nebeutoc'h eged sekteur ar servichoù.