Kabardeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh kaokazek ar gwalarn eus skourr ar yezhoù kirkasek eo ar c'habardeg (къэбэрдеибзэ) komzet e Jordania, Turkia, hag e Republik Kabardi-Balkaria e Rusia.
Tost-tre eo ar c'habardeg d'an adigeg.
Ar c'habardeg en deus 48 kensonenn, en o zouez 22 dre c'hwezhañ ha 2 vogalenn nemetken.
Div rannyezh pennañ ez eus:
- Besleneyeg
- Terekeg, hag a dalvez ivez da yezh unvan
Skrivet e vez gant al lizherenneg kirillek gant un nebeut lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet er rusianeg.