Kanenn d'al Levenez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kanenn d'al Levenez a zo deuet da vezañ kanenn Europa. Savet eo bet diwar varzhoneg An die Freude savet gant Friedrich Von Schiller. Ar sonerezh mil-anavezet a zo tennet diouzh an 9vet Sumfonienn en Re-minor gant Ludwig Van Beethoven. An droidigezh vrezhoneg a zo bet graet gant Jakez Konan.
1.
- Levenez splann, en Neñv ganet,
- Merc'hig deut eus ar Gwenved,
- Setu ni, gant gred entanet,
- War dreuzoù dor da Neved !
2.
- Adunaniñ a rez bep eur
- Ar re a c'houzañv disrann,
- Hag an holl dud a vez breudeur
- E goudor da askell c'hlan.
3.
- Neb 'zo deut a-benn da vezañ
- Kile d'e gile, hep si ;
- Ar gwaz ha gwreg laouen dezhañ,
- Ra ganint drant ganimp-ni !
4.
- Ivez 'r pried gant e bried
- War ar voull-douar mat-mañ !
- Met neb na garas den nepred
- Ra 'z ay ac'hann 'n ur ouelañ.
5.
- Pep boud a ev al levenez
- Eus brusk an natur deiz-noz.
- Ar Mad, ar Fall a heuilh ar c'hwezh
- Skuilhet war he hentad roz.
6.
- Reiñ a reas dimp gwin, pokoù,
- Bete 'r marv, ur mignon hael,
- Ha d'ar preñv e roas c'hoantoù.
- Dirak Doue 'mañ o Ael.
7.
- Drant evel nij an heolioù
- Dre ar roud merket en Nec'h
- Redit, Breudeur, gant ho hentoù
- Laouen 'vel haroz en Trec'h.
8.
- Ho priata 'ran, milionoù,
- Ha reiñ ur pok d'an hollved !
- Breudeur, en tu all d'an oabloù
- Ez eus un Tad Mat, me ' gred.
9.
- Emstouiñ a rit, milionoù ?
- Anaout ' rez da Grouer, Bed ?
- Klask-eñ en tu all d'an oabloù !
- Dreist ar stered 'mañ, me ' gred.
_________
Kanenn Europa a ra gant ar pozioù 1,2,8 . M’hoc’h eus c’hoant da ganañ ur poz “likoc’h” eget ar poz 8, setu amañ ur c’hinnig :
Bezomp unanet, milionoù, Roomp ur pok d’an hollved; Breudeur, krouomp dreist d’ar broioù Ar peoc’h a bado bepred .
Embannet eo bet ar ganenn-mañ gant ar gelaouenn Al Liamm.