Karl Gorath
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Karl Gorath (bet ganet d'an12 a viz Kerzu 1912 e Bad Zwischenahn, en Alamagn) eo anv un den heñvelrevel bet harzhet gant an Nazied e 1938 tamallet abalamour d'e revelezh ha kaset d'ar c'hampoù-bac'h e Neuengamme hag Auschwitz. Leusket e voe da vont kuit e 1945.
O studial evit dont da vezañ klañvour e oa Gorath pa voe bet flatret d'e 26 vloaz gant ur c'haredig deut da vezañ erezus ha barnet e oa bet hervez Mellad 175 hag a lakae an heñvelrevelezh da dorfed.
Abalamour d'e stummadur evel klañvour e voe bet kaset Gorath da labourat en ur c'hlañvdi evit prizonidi en un is-kamp eus Neuengamme, met kaset e oa bet da Auschwitz pa nac'has reiñ nebeutoc'h a vara d'an dud klañv a orin polonat. Pa oa en Auschwitz e oa bet rediet da wiskañ an tric'horn ruz, arouez ar brizonidi bolitikel, hag hervezañ e-unan e oa a-drugarez da se, kentoc'h evit an tric'horn roz, ma n'en doa ket bet da c'houzañv ar gawalldaolioù resevet evit ar prizonidi heñvelrevel.
Adtapout a reas e frankiz e miz Genver 1945 da geñver dishualadenn Auschwitz.
Komz a vez eus Gorath ha pemp den all bet bac'het gant an Nazied abalamour d'o revelezh en ur film bet savet gant Jeffrey Friedman ha Rob Epstein, Paragraph 175 e anv.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll kampoù-bac’h an nazied
- Loskaberzh
- Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied
Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |