Kavell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur c'havell (liester : kevell) a zo ur gwele ispisial ma vez lakaet da gousked ennañ ar babigoù hag ar vugale vihan dindan 2 pe 3. Fardet e vez e meur a stumm hag meur a danvez (koad, kerdin, metal), met ur perzh a zo dezhañ : emañ tro-war-dro d'al lec'h ma vez lakaet ar bugel en e c'hourvez warnañ un diardro a-blom ken ne c'hell ket ar c'hrouadur na gouezhañ dre zegouezh na diloc'hañ hervez e youl.
Alies e vez fardet an arrebeuri-mañ ken e c'heller luskellaat anezhañ ha lakaat buanoc'h ar bugel da c'housket. Luskellennoù (-babigoù) a vez graet eus ar gevell a-istribilh da vezañ roet ul lusk dezho.
Pa veze gweleoù-kloz e Breizh gwechall e veze lakaet ar babigoù e c'hevell-stign a-istribilh. Tud all o doa kevell e koad a lakae anezho war ar c'houfr a veze a-wechoù a-raok ar gwele-kloz ha lodenn anezhañ peurvuiañ. Ar bank-tossell a veze graet eus ar bank ha koufr-se.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Kav+ell. Kav a vez graet eus un dra a zo dezhañ un donder. Al lostger -ell a zo ouzhpennet d'ar perzh pennañ a zo d'un draezenn. Sell ouzh brañsigell, gwarell, kammell, stlakell...
[kemmañ] Sterioù all
[kemmañ] Dre hevelebiezh
Graet e vez kavell eus ur seurt paner lakaet er mor eurvezioù-pad gant ar pesketaerien evit tapout kresteneged (grilhed, kevnid-mor,legestr). Aozet e vez an dra ken ne c'hell ket mui al loened-mor mont er-maezh. Graet e vezont e meur a danvez : ozilh, plastik, lavnennoù koad hag all.
Graet e vez kavell ivez eus ur paner hep dourgen evit lakaat bara ennañ da skouer.
[kemmañ] Dre skeudennadur
P'eo ar c'havell al lec'h ma krog spered an Den da diorreiñ e vez implijet kavell evit ul lec'h m'eo diwanet ur meiz pe un teknik eno. Kavell an demokratelezh eo bet Bro-C'hres, da skouer.