Kazh an traezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Felis margarita
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Felis | ||||
Anv skiantel | |||||
Felis margarita Loche, 1858 |
|||||
|
Kazh an traezh a zo ur c'hazh bihan (50 cm gant ul lost a 30 cm) a gaver e dezerzhioù Afrika hag Azia. Miret eo an anv kazh an dezerzh evit un ispesad eus ar c'hazh gouez met klokoc'h e vefe d'e dalvoudekaat evit kazh an traezh. Bevañ a ra er rannvroiù a zo re sec'h ha re domm evit kazh an dezerzh evel ar Sahara,dezerzh Arabia ha dezerzhioù Iran ha Pakistan.
Ur penn bras gant divskouarn hir ha begek en-deus. Melenn-traezh eo e vlevad gant barennoù a vez wechoù'zo hogozik diwelus. Du eo penn al lost hag ar pavioù a zo goloet gant blev hir a warez anezho ouzh an traezh tomm.
Un aneval-noz eo. Kuzhat a ra didan reier e-pad an deiz. E-pad an noz e tebr skrignerien, glazarded ha amprevaned. Etre daou ha pevar kazhig a c'han ar barezed goude div viz a zougen. Bras ez int goude 1 bloavezh a galloud a reont bevañ 14 bloavezh.
[kemmañ] Rummouriezh
Pevar ispesad a zo :
- Felis margarita margarita, Sahara
- Felis margarita harrisoni, Arabia
- Felis margarita thinobia, Iran
- Felis margarita scheffeli, Pakistan