Kein
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'hein eo al lodenn eus ar c'horf etre ar choug hag ar revr, dindan an divgroazell, enebet ouzh ar bruched hag ar c'hof.

E krec'h ar c'hein emañ an divskoaz. E-kreiz ar c'hein emañ gwalenn ar c'hein, a zo stummet gant ar melloù-kein, ha stag outo, a bep tu, ar c'hostezennoù a ya d'ober kest ar brusk, pe kest ar bruched.
[kemmañ] Organoù
A-dreuz ar c'hein e c'haller klevout ar skevent oc'h analat. Al lounezhi e-barzh ar c'horf, e-traoñ ar c'hein, a bura ar gwad.
[kemmañ] Poan-gein
Labourioù zo, pe doareoù d'en em zerc'hel a zegas poan-gein d'an den.