Ketal arveriad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'hetal arveriad (pe etrefas implijer) eo hollad an elfennoù gwereet war ur skramm pe un hewel a ro al lank d'un arveriad da gehentiñ gant un ijinenn bennak evel da skouer un urzhiataer.
Da skouer e c'hell bezañ burev ur reizhiad korvoiñ evel hini Windows pe LINUX pe ar prenestrioù (windows) gwereet war ar skramm a lak an implijerien da c'houzout stad an urzhiataer pe stad ar goulevioù (programmoù) a vez oc'h erounit warnañ hag a ginnig d'an arveriaded etrewezhiañ gante.