Ki-dour Chili
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
Genad : | Lontra | ||||
Anv skiantel | |||||
Lontra provocax |
|||||
Statud CITES : | Stagadenn I , Amzeriad adwel dianav |
||||
|
Ki-dour Chili (Lontra provocax) anvet ivez Huillín a zo ur spesad ki-dour a vev e stêrioù ha war aodoù Patagonia chilian hag en un nebeut a gornioù-bro e Arc'hantina. Hervez klaskourien'zo ne vefe nemet un isspesad eus ki-dour Kanada. Muzuliañ a ra 100 cm ha pouezañ a ra etre 4 ha 5 kg. Ur c'horf hir en-deus hag ur penn plaen. Roeñvet ha berr eo e bavioù ha skilfoù kreñv o-deus e vizied. Gell-du eo e vlevad gant ur c'hof gwenn. Debriñ a ra pesked, kroc'henegion, krestenneged hag evned-dour.
[kemmañ] Annez
Eus proviñs Cautín beteg strizh-mor Majelañ e vev ki-dour Chili, adalek live ar mor betek un uhelder a 1.000 m. Boutinoc'h e oa gwechall. Betek ar río Cauquenes hag ar río Cachapoal en em astenne. En Arc'hantina e kaver anezhañ e stêrioù an Andoù.
[kemmañ] Mirerezh
E Patagonia e kreder e tizh stankter kon-dour Chili 0.73 penn dre km ag aodoù, ar pezh a zalvez ez eus 20.000 hinienn er rannvro-se. Gwarezet eo gant lezenn nº 4601 eus an 18 Even 1929 ha war stagadenn I ar CITES emañ