Ki-dour mor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() E. lutris
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
Genad : | Enhydra | ||||
Anv skiantel | |||||
Enhydra lutris Linnaeus, 1758 |
|||||
Statud CITES : | ![]() Amzeriad adwel dianav |
||||
|
Ar c'hi-dour mor (Enhydra lutris) a zo ur c'hi-dour bras eus norzh ar Meurvor Habask. E gavout a reer eus Japan betek Kalifornia. Ar c'hi-dour brasañ eo hag an izel nemetañ eus ar genad Enhydra
Kalz hemolc'het e e voe evit e greoñ - an hini stankañ er bed gant 394,000 blevenn dre cm²- ha hogozik diouennet e voe. Krediñ a reer na oa nemet 1000 - 2000 anezho e 1911. Daoust ma'z eo un nebeut isspesadoù en arvar o-deus adkroget da gresk ar poblañsoù. Gwarezet ez eo ar c'hi dour-mor.
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
Gant e gorf hir hag e vlevad stank tre a warez anezhañ ouzh ar yen, eo graet ar c'hi-dour mor evit ar vuhez er mor. Mirout a ra an aer ivez, ar pezh a groui ur glouedenn etre an dour ha korf an aneval. Pouezus tre eo rak gwiskad lard ebet dindan ar c'hroc'hen. Dindan pep hini e bavioù ez eus ur c'hodell a implij evit mirout ar boued a zastum war oueled ar mor. Skilfoù o-deus ar pavioù a raok tra ma'z eo roeñvek re a revr. Ul lost berr ha tev en-deus. Ar piri a c'hell pouezañ 45 ha muzuliañ 150 cm. Bihanoc'h ez eo ar barezed.
[kemmañ] Annez
E-kichen an aod, en dourioù pes donoc'h eget 55 m, e chom ar c'hon-dour mor ar peurliesañ. O c'havout a reer a reer er rannvroioù roc'he gant koadegoù-kelp. War ar c'herreg-tarzh hag er c'helchiadoù etrelañvek emaont o chom ivez. Ur spesad-alc'hwez ez int rak kontrolañ a reont an divellkeineged a strujfe ma vefent diouer. An deureged hag an ourmel a zo o freizhoù pennañ. Da zebriñ kregin e reont gant mein hag a lakaont war o c'hof hag dorront ar vioù-koukoug ganto. Ezhomm o-deus ar c'hon-dour mor da zebriñ 20 - 25% o fouez pep devez, ar pezh n'harz ket anezho da vezañ figus.
Digant o mammoù e teskont ar c'hon-dour mor petra a c'hellont debriñ ha bez ez eus lignezoù a gon dour mor a hemolc'hont goelini pe kranked. Ar c'hon dour mor a vez o tebriñ alies o neuñviñ war o c'hein.
Hemolc'het e vez ar c'hon-dour mor gant an dud, ar morvleizi hag ar skoazeged.
[kemmañ] Emzalc'h ha gouennadur
Bevañ a ra ar c'hon-dour mor ganto o unanig pe e strolladoù hag a anver radell. Tec'hout a ra ar barezed ar piri estreget e-pad amzer ar gouennadur. Kemm a ra o zachenn hervez vakted ar peadra. Goloiñ a c'hell 5. km². An anevaled o veajañ a ergerzh 1 - 2 km bemdez.
Un aneval-deiz eo ar c'hi-dour mor. Tremen a ra darn vrasañ e amzer o kerc'haat boued war ar goueled. Ne splujont ket hirtre, pas muioc'h eget 90 munutenn, ha implijout a reont kelp d'en eoriañ ouzh ar reier pan emaont o tebriñ pe o tiskuizhañ. En ur neuñviñ war o c'hein e reont gant un vaen da derriñ ar c'hregin. Unan eus an anevaled ral gouestl d'implijout binvioù eo ar c'hi-dour mor.
N'eus ket a amzer-gouennadur resis met e-pad an hañv e c'hoarvez ar peurliesañ. Liewreg ez eo ar c'hon-dour. E-pad an estrus, hag a bad tri devvez, en em baront. E-pad ar maread berr-se e tifenn ar piri un dachenn. Ral eo e stourm ar piri an eil ouzh an eigile. Darn vrasañ an diemglevioù a vez diskoulmet dre abafiñ. Boaz o-deus ar piri da zerc'hel penn ar barezed en o javedoù, ar pezh a zo abeg ar c'hleizhennoù a zoug lod anezho.
[kemmañ] An hemolc'h bras
Er XVIvet ha XVIIvet kantvedoù e voe empleget en un doare ment e kenwerzh kreoñ sebelinez. Da gontroliñ ar c'henwerzh-se ha da gavout poblañsoù arall eo en em astennas Rusia war-du ar reter. Goude stagidigezh ar C'hamchatka e ergerhas ar rused norzh ar meurvor habask. Vitus Bering ha Alexi I. Chirikov a voe karget da ergerzhout ar rannvroioù arktek ha da gavout un hent betek Amerika. Dont a reas a-benn da zistreiñ d'ar C'hamchatka met peñseañ a reas Bering. Mervel a reas war Enez Bering met e dud a dreuzvevas. Dont en-dro a rejont e 1742 gant 900 kroc'hen a baeas en-dro frejoù an ergerzhadeg.
Deroù eus an hemolc'h bras e voe. Ur c'hantved e badas.
Kas a reas ar rused ergerzhadegoù arall a zistrujas an holl boblañsoù eus Inizi ar C'homandant. Pa ne chomas ki-dour mor ebet enno e yejont en Inizi Aleoutiek lec'h ma redjont an annezidi da hemolc'h evito. E 1776 e tizhas moarerien Cook Guangzhou e Sina lec'h ma tizolejont kenwerzh kreoñ kon-dour mor hag ar fouezhioù a c'helle dougen. D'an ampoent-se e krogas broadoù arall Europa da hemolc'h ar c'hon-dour mor.
Hogozik diouennet e oa bet kon-dour mor Alaska e 1867, ar pezh a zegasas ar rused da werzhañ ar vro d'ar Stadoù Unvanet. Gant an Amerikaned e voe lazhet kon-dour mor goude-se ha e 1911 hepken e voe sinet ur feur-skrid o tisaotre an hemolc'h. D'an amzer-se ne chomas nemet etre 1000 ha 2000 anezho en natur ha darn vrasañ ar glaskourien a gred e vefent o vont da vont da get. E 1938 e kavjod ur strollad bihan e-kichen Carmel, Kalifornia. Mont a reas d'unan eus ar c'hreizennoù a en em adsavas ar poblañsoù war-o-zro.
Gant bigrierien japanat e voent hemolc'het betek an eil brezel bed, ha goude savidigezh diazezlec'hoù milourel en inizi Aleoutiek e paouezas al lazhadeg hepken.