Klaouier kompoder
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'hlaouier kompoder zo ur beriferell hag a dalvez d'an implijer da gomunikañ gant ar c'hompoder en un doare aes. Ur beriferell enkas eo.
Graet eo gant rigennadoù boutonioù skwergognek pe dam-skwergognek hag a vez anvet touchennoù.
Daou roll zo d'ar c'hlaouier : enkas testennoù ha kontrolliñ labour ar c'hompoder.
An niver a douchennoù hag an doare mac'h int renket war ar c'hlaouier zo diwar yezh ar vro.
Ar c'hlaouieroù kompoder a denn kalz da glaouieroù ar mekanikoù-skrivañ kozh.
Ouzhpenn an touchennoù lizherennoù zo bet lakaet dezhe touchennoù sifroù, strollet er pavez niverek, ha touchennoù fonksion.
Ouzhpenn kant touchenn zo war ur c'hlaouier kompoder.