Kleñved
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar c'hleñved a c'hoarvez p'eo gwelet pe santet traou direizh e mont-endro ar c'horf pe hini ar spered a ya da grouiñ diaesterioù evit un den pe evit ar re a e endro an den. Ar vedisined (pe vezegied) eo an arbennigourien evit elfennañ orin ar c'hleñvejoù ha kinnig ar moienoù evit o pareañ.
Dispartiet e vez ar c'hleñved hag a zeu eus un abeg pe eus abegoù resis (lakaet asamblez dindan an termen etiologiezh ar c'hleñved) diouzh an sindrom hag a zo un hollad sinoù pe simptomoù oc'h en em diskouez asamblez.
Studi ar c'hleñvejoù eo ar batologiezh p'eo an nosologiezh sevel rummatadur ar c'hleñvejoù.