Kornôg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Uan eus ar pevar avel eo ar C'hornôg hag merket eo war an nadoz-vor. En tu enep d'ar Reter emañ hag a-skouer gant an Norzh eus un tu hag ar Su eus un tu all.
Dre voas e vez treset war kostez kleiz ar c'hartennoù lodenn an tiriad lec'hiet er C'hornôg.
Kavet e vez an tu Kornôg o welout al lec'h ma ya an Heol da guzh e mare rik ar c'heided ha setu perak emañ-eñ en tu enep d'an hini ma ya en ur treiñ ar voul-Douar davetañ.
Pa 'z afes daved ar C'hornôg hep ehan e heuliefes ur c'helc'h hag al ledred e vez graet eus outi. O kregiñ war ar c'heheder e heuliefes ar c'helc'h brasañ.
Un anv, un anv-gwan pe un adverb a c'hell bezañ Kornôg pe g/kornôg implijet evit ar reteradur hag en douaroniezh.
[kemmañ] Sterioù all
Implijet e vez ar C'hornôg evit un toullad broioù eus Europa hag eus Norzhamerika, diorroet mat e keñver an teknologiezh. E-pad ar Brezel yen e veze kustum enebiñ ar broioù-se gant an Unvaniezh soviedel hag ar riezoù dindan e veli hag ar Reter e veze graet eus outañ (ouzhpennet e oa er mare-se Republik ar bobl Bro-Sina, Norzhkorea ha Mongolia.
Lakaet e veze ar C'hornôg e-tal ar Su ivez.