Kaozeal:Koskoriad an Heol
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Gerioù implijet
Dreist, ur bodad pennadoù diwar-benn ar steredoniezh, koulskoude, evit "sistem heolel" ar geriaduroù a ro un anv implijet abaoe pell : "koskoriad an heol", ar ger "sistem heolel" zo un troidigezh ger ha ger deus ar Galleg hag a zo iskis-tre e Brezhoneg...
Evit anv ar pladennoù e vez roet dezho anv deizioù ar sizhun hag an anvioù latin (troet e Brezhoneg pe get) kentoc’h : Merc’her, Gwener, Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan ha Ploudon.
Kavet 'm eus ur bajenn gant ur geriaoueg bihan a-zivout ar steredoniezh » [1]
--Breizhadig 28 Kzu 2005 da 19:08 (UTC)
A-du emaon ganit. Testeniekaet eo an anvioù Merc’her, Gwener… Yaou, Sadorn… abaoe 1732, ha ne welan abeg sirius da cheñch. Ouzhpenn-se eo bet torret al liammoù gant ar cheñchamantoù-se ha n'int ket bet displeget. Adlakaat a ran al liammoù. Iskomandant Marc'heg 28 Kzu 2005 da 19:53 (UTC)
Cheñchet 'm eus ivez anv ar pennad "sistem heolel" evit "koskoriad an Heol". E-barzh Google e kaver :
- Sistem heolel (1)
- Sistem an Heol (0)
- Koskoriad an Heol (34) ha kavet e pep lec’h
--Breizhadig 28 Kzu 2005 da 22:08 (UTC)
- Petra a dalvez War zegouezhioù an Douar eo diazezet ar sifroù ? --Llydawr 24 Eos 2006 da 16:08 (UTC)
Kement-se a oa evit esañ treiñ "les caractéristiques des planètes sont données relativement à celles de la Terre". Ma kavit gwell ha brezhonekoc'h, lakit, me ho ped. Iskomandant Marc'heg 24 Eos 2006 da 17:30 (UTC)