Koupaia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Koupaia (pe Pompée e galleg) a oa ur santez vrezhon eus deroù ar VIvet kantved.
Hervez ar vojenn, e vije bet merc’h Euzeb, roue en Arvorig, ha santez Lanwenn, e wreg. Dimeziñ a reas gant Hoel Veur, he c’henderv. Goude ma vefe bet taget Arvorig gant Gemaned e tec'hjont da Enez Vreizh. O bugale, Tudual ha Luner, a voe diskibled da sant Ildud. Goude marv he gwaz, e 545, en em ouestlas Koupaia d’ar relijion, evel he bugale, santez Sev pe Seva, sant Tudual ha sant Luner. Tremen a reas ar peurrest eus he buhez en ur manati e Langoad, ul lev bennak diouzh hini Landreger, renet gant sant Tudual.
Patronez parrez Langoad eo. D'an 2 a viz Genver e vez lidet he gouel.