Kowareg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur yezh dardek eo ar c'howareg komzet gant 400.000 den e Chitral e Pakistan,
e traoñienn Yasin hag e Gupis tost da Gilgit hag ivez e Swat uhel.
Evel un eil yezh e vez komzet e Gilgit hag e Hunza. Kredet eo ma c'hellfe kavout strolladoù bihan kowaregerien e Afghanistan, China, India, Tajikistan hag e Istanbul.
Evel ar yezhoù dardek all eo Khowara ur yezh indez-Arian, koulskoude n'eo ket bet deveret eus ar sanskriteg evel an darn-vuiañ ar yezhou indez-arian, met eus an indez-arianeg kozh.
Ul levezon deuet eus ar yezhoù iranek a zo bet warnañ ha brasoc'h eget ar pezh a zo c'hoarvezet er yezhoù dardek all.