Kreeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kreeg eo anv anv a vez roet d'ur re yezhoù algonkek heñvel-poch an eil diouzh eben komzet gant tro-dro da approximately 50,000 den e Kanada en un takad o vont eus Alberta betek Labrador.
An izoglos pennañ implijet evit isrannañ ar yezh (pe yezhoù) kreek a denn d'an doare ma tiorroas /l/ ar kent-algonkeg, a sav diwarnañ rannyezhoù y, th, n, l.
Nav rannyezh pennañ ez eus (o vont a gornôg da reter):
- Kreeg ar c'hompezennoù (rannyezh y)
- Kreeg ar c'hoadeier (saozneg "Woods Cree" (rannyezh th)
- Kreeg ar gwernioù (saozneg "Swampy Cree") (rannyezh n)
- Kreeg ar c'hornôg pe kreeg ar c'hirvi-dour' (saozneg "Moose Cree") (rannyezh l)
- Kreeg ar gevred (saozneg "James Bay Cree") (rannyezh y, a-wechoù anvet Kreeg ar Reter)
- Atikamekweg (rannyezh r)
- Montagneg (saozneg "Montagnais") (rannyezh l)
- Kreeg ar biz (rannyezh rannyezh l, a-wechoù anvet Montagneg ar C'hornôg)
- Naskapieg (rannyezh y)
Meur a c'her deuet eus kreek a vez kavet ivez el luc'haj tchinouk, ur yezh-konwerzh krouet evit an darempredoù gant Europiz.
Ur yezh liessintezel eo ar c'hreeg, a c'hell sevel gerioù hir-spontus, d.s. kiskinohamatowkamikw, "school" da lâret eo "lec'h ma vez lakaet da c'hoût an eil d'egile".
Implijet e vez ar silabenneg ar c'hreeg evit skrivñ ar c'hreeg dre vras, nemet e reter Kebek ha Labrador.
Kaozet e vez ivez un doare yezh kemmesk etre ar c'hreeg hag ar galleg anvet michifeg a vez komzet ivez e Kanada .
Unan eus seizh yezh ofisiel Tirigezhioù ar Biz eo ar c'hreeg, met n'en deus ket ar ar memes statud e pep lec'h e Kanada ma vez komzet.
-
- Wikipedia e Kreeg[1]