Kupidon en e gousk
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Patrom:Painting
Kupidon en e gousk |
Skeudenn:Caravaggio sleeping cupid.jpg |
Caravaggio, 1608 |
Eoullivadur war lien |
72 × 105 cm |
Pitti Palace |
Kupidon en e gousk zo ul livadur graet gant al livour italian Caravaggio.
Evit ur wech gant al livour e ouzomp pegoulz e voe graet. Goulennet e oa bet gant Fra Francesco dell'Antella, eus Firenze, sekretour Alof de Wignacourt, Mestr Meur Marc'heien Malta, hag un enskrivadur zo war gein an daolenn, a ziskuilh e voe livet e Malta e 1608.
Diskouez Kupidon o kousket, torret kordenn ewareg ha saezhoù gantañ a-strew, a veze graet da aroueziañ dilez plijadurezhioù ar bed, ha kement-se ne oa ket dell'Antella hep gouzout, hag evel beleg e ranke treiñ kein ouzh ar c'hig pen doa graet le da chom glan.