Lampetia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lampetia ( Λαμπετιη / Lampetiê, a dalv "Skedus" e gregach) a oa merc’h da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Klimene.
Hervez Homeros hag an Odisseia koulskoude e oa merc'h d'an nimfenn Neere, hag e veze gant he c'hoar Faetousa o tiwall saout ha deñved o zad en enez Trinakria e Sikilia).
Dimeziñ a eure da Asklepios, doue ar yec'hed, ha mamm e voe
- da bevar mab
- da deir merc'h,
- Panakea, doueez al louzoù,
- Higeia doueez an naetadurezh,
- Iaso, doueez ar gwellaat.
[kemmañ] Mojenn
Gant he c’hoar Faetousa e tiwalle saout he zad e peurvanoù Sikilia. Pa zegouezhas lestr Ulises en enez en em daolas darn eus e voraerien war al loaned da zebriñ daou pe dri anezho. Mont a reas an div c’hoar da-gaout Helios da ziskuliañ an dorfedourien disakr. Hag an doue, droug ennañ a bulluc’has an dud difeiz.
[kemmañ] Puplienn
Pa voe lazhet he breur Faeton ne oa den evit he frealziñ, ha troet e voe, hag he c'hoarezed ganti, e gwez-pupli.
[kemmañ] Steredoniezh
E steredoniezh e vez graet 393 Lampetia eus un asteroidenn.