Lec'h distagañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
(Notenn: Implijet e vez amañ ar sistem X-SAMPA evit treuzskrivañ an distagadurioù)
Son ar c'hensonnenoù a sav diwar an doare d'o distagañ hag al lec'h ma vezont distaget er genoù dresitholl. Setu roll al lec'hioù ma c'hell bezañ distaget ur sonenn gensonnel:
Lechioù distagañ pennañ
Diweuz: stokañ pe en em dostaat a ra an eil gweuz diouzh eben, d.s. /m/
Gweuz-dent: stokañ pe en em dostaat a ra ur gweuz (peuliesañ an hini a-is) diouzh an dent(peuliesañ ar re a-us), d.s. /f/
Gweuz-teod: stokañ pe en em dostaat a ra penn an teod d'ur weuz pe d'an diweuz. N'eus ket e yezhoù Europa.
Dent: stokañ pe en em dostaat a ra penn an teod d'an dent, d.s. /t/ e brezhoneg
Kevig: stokañ pe en em dostaat a ra penn an teod d'ar c'hevigoù, d.s. /t/ e saozneg
A-dreñv d'ar c'hevig: tokañ pe en em dostaat a ra penn an teod un tammig a-dreñv ar c'hevigoù, d.s. /S/ e brezhoneg 'chase'
Toenn ar genoù: stokañ pe en em dostaat a ra penn an teod da doenn ar genoù, d.s. /L/ e brezhoneg 'mailh'
Tro-gil: Troet tro-gil e vez penn an teod war-du toenn ar genoù, d.s an /r/ e saozneg (mui pe vui)
Staon: stokañ pe en em dostaat a ra kein an teod d'ar staon, d.s. /k/
Hogedenn: stokañ pe en em dostaat a ra kein an teod d'an hogedenn (e foñs ar gorzailhenn), d.s /R/ e galleg Pariz
Notenn: er fonologiezh e vez graet un diforc'h etre 'toenn ar genoù'('saoz. 'hard palate') hag ar 'staon' (saoz. 'soft palate' pe 'velum'). Kalet eo toenn ar genoù ha tostoc'h d'an dent, ha gwakoc'h ar stoan a zo tostoc'h da gein ar genoù.
Ar friadur (saoz. 'Nasalisation')
Peuliesañ e vez lakaat ar friadur e-touez an doareoù distagañ, met e gwirionez ez eus anezhañ un lec'h distagañ a c'heller bezañ ken distaget gant n'eus forzh pesuert hini all eus al lec'hioù distagañ pennañ deskrivet a-us. Pa vez distaget ur sonenn dre fri e vez izelaet ar stoan evit mar c'hell an aer tremen dre ar fri.
Lec'hioù distagañ all
Ouzhpenn-se ez eus un nebeut lec'hioù all e foñs ar gorzailhenn na c'heller ket bezañ kendistaget dre friadur:
Gourlanchenn (saoz. 'pharynx'): Kavet e vez a-drek d'ar staon, d.s. arabeg 'ayin'
Ankoue (saoz. 'epiglottis'): etre ar c'hourlanchenn hag ar c'harloc'henn
Garloc'henn (saoz. 'larynx'): d.s. saozneg /h/ pe brezhoneg 'ma c'hi'
Kensonennnoù a-gostez (saoz. 'Laterals')
Pa vez distaget ur sonenn a-gostez e vez leusket an aer da dremen dre kostezennoù an teod ha n'eo ket dre penn an teod. E gwriionez e rankfe lâret ez eus anezhañ un doare distagañ kentoc'h evit ul lec'h distagañ.
Kendistagadur (saoz. 'Coarticulation')
Yezhoù 'zo a ra gant sonennoù kendistaget, da lâret eo e vezont distaget e daou lec'h distagadur war un dro. Setu un nebeut doareoù kensdistagadur:
Diweuzadur: lakaet e vez an diweuz da vezañ ront pe serret pa vez distaget ur sonenn. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /w/, d.s. 'gwelet'
Palatalizadur: lakaeet e vez kein pe korf an teod da dostaat ouzh toenn ar genoù keit ha ma vez distaget ur sonenn all. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /j/, d.s. 'tune' e saozneg.
Stañvadur ('velarizadur'): lakaeet e vez kein an teod da dostaat ouzh ar staon. N'eus doare eeun ebet d'e deuzskrivañ.
Kendistagadur dre c'hwezhañ: (saoz. 'Fricative coarticulation') peuliesañ e vez kendistaget ar gensonenn-c'hwezh /X/ pe ur gensonenn-gourlachenn keit ha ma vez distaget ur sonenn all
Kenstokadur: (saoz. 'Stop coarticulation') div gensonnenn stokus a vez distaget war un dro, d.s. /kp/. Kavet e vez alies seurt sonennoù er yezhoù bantouek
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |