Lec'hanvadurezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Evit an anvioù-lec'h a gaver e Breizh, s.o. Lec'hanvadurezh Breizh.
Al lec'hanvadurezh eo ar skiant a bled gant studi an anvioù-lec'h. Da bal he deus dastum an anvioù, klask o zalvoudegezh, o gerdarzh hag o zreuzfurmadurioù a-hed ar c'hantvedoù. Gant an dudanvadurezh (studi an anvioù-tud) ez a al lec'hanvadurezh d'ober an anvadurezh (studi an anvioù divoutin), zo ul lodenn eus ar yezhoniezh.
Ledan eo domani al lec'hanvadurezh pa ya da studiañ an anvioù-lec'h annezet, kêrioù, kêriadennoù, pennkêrioù hag ouzhpenn-se an anvioù liammet gant an torosennadur, gant ar stêrioù, gant an hentoù ha gant elfennoù dibar evel anvioù tiez, da skouer.
[kemmañ] Geriaoueg
- santanvadur : an anvioù o taveiñ d'ur sant.
- douranvadur : anvioù-lec'h o taveiñ d'un dra liammet gant an dour (dourredenn pe stêr, lenn, mammenn pe eien, lamm-dour, etc...).
- hentanvadur : anvioù-lec'h o taveiñ d'un hent.
- menezanvadur : anvioù-lec'h o taveiñ d'an uhelennoù (lein, traonienn, kompezenn, etc...).
[kemmañ] Gwelet ivez
- Lec'hanvadurezh Breizh
- Stêranvadurezh Breizh