Leukothea
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Leukothea (Λευκοθέα / Leukothea, ‘an doueez wenn’), a oa un doueez eus ar mor e mojennoù Hellaz kozh.
Dont a ra hec'h anv eus he liv gwenn evel ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer.
[kemmañ] Ino
A-raok bezañ doueez e oa ar rouanez Ino. He mab Melikertes ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palemon.
[kemmañ] Gwarezerez
En Odisseia ez a da sikour Ulises e-kreiz ar gwallamzer.
[kemmañ] Ur vaouez, karantez Apollon
Ur vaouez, a voe karet gant Apollon, a oa anvet Leukotoe, hag a vez kemmesket a-wechoù gant Leukotea.