Listri Henc'hres
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
En Henamzer e veze implijet stank listri pri-poazh, dezhe a bep seurt mentoù pe stummoù, evit bastañ da ezhommoù liesseurt. Listri Bro-C'hres a veze ezporzhiet alies betek penn all Europa.
Taolenn |
[kemmañ] rummadoù listri
Gallout a reer bodañ al listri hervez o implij e rummadoù disheñvel. Setu amañ da-heul anvioù lod anezhe :
- Listri dezougen :
- - Añforenn, lestr a dalveze da gas liñvennoù, an eoul olivez dreist-holl, edoù, rezin ha kement zo...(Kavout a reer a bep seurt seurtoù añforennoù all evel an añforennoù banatenaek (houmañ e oa ar priz a veze roet d'an drec'herien goude kevezadegoù ar Panatenaia) hag ar pelike.
- - Hidria, lestr a dalveze da zegas dour ar puñsoù.
- Listri da viret evajoù :
- - Pitos, lestr a dalvez da viret gwin.
- - Krater, lestr a dalveze da veskañ ar gwin hag an dour.
- - Oinokoe hag olpe ; listri a dalveze da gemer gwin troc'het er c'hraterioù ha da gas anezhañ d'an everien.
- Listri da evañ :
- - Kiliks, kib da dañva ar gwin.
- - Skifos, gobed vras.
- - Kantaros, lestr da evañ, implijet ivez gant an doueed, evel Dionisos da skouer.
- - Riton, korn da evañ.
- Listri emwalc'hiñ :
- - Ariballos, alabastron ha lekitos, listri evit an eoulioù frondus.
- -Piksis, pod evit ar produioù kened evel ar fard.
- Listri evit al lidoù :
- - Lebes, lestr lid a veze implijet en euredoù.
- - Loutrofor, lestr a dalveze da gas dour ar gibelladenn eured pe hini ar walc'hadenn gañv.
[kemmañ] Poltredoù
Añforenn c'houzougek, 520 kent J.-K. |
|||
Krater troellennek |
|||
Oinokoe Rummad 1 |
|||
[kemmañ] Da lenn
- Gisela M. A. Richter, Marjorie J. Milne, Shapes and Names of Athenian Vases, Metropolitan Museum of art, New York, 1935.