Loen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Al loened a zo ur renkad bras e-touez an organegoù bev, renked er ren an animalia pe metazoa. Peurliesañ e vezont lieskelliged, gouest santiñ ha loc'hañ ha oc'h euvriñ dre ur genou o boued sachet diwar vevien all. Respontoù prim d'o endro e vezont gouest ober d'an aliesañ. Steuñv o c'horfoù a vez stabilet e mare o diorread evel krouell ha pa vez ur prosez metamorfozennoù da-c'houde.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù pennañ
Al loened a zo eukarioted ha lieskellig hag aze emañ an diforc'h brasañ diwar ar bakteriennoù hag ar bezhin.
[kemmañ] Loen e brezhoneg
Implijet e vez loen (gourel, liester loened) er brezhonegva a-bezh gant distagadurioù lec'hel (loan, lonn, etc...) nemet e Bro-Leon ma raer di gant aneval (tost ouzh ar galleg animal) hag e vez anavezet ar ger loen evit ar marc'h.
[kemmañ] Furmoù hollel
Implijet e vez loen evit sevel anvioù hollel al loened dre ouzhpennañ anv al loen d'ar furm stroll. Kavout a reer :
- loen-deñved
- loen-kezeg
- loen-saout
[kemmañ] Furmoù krevrennet
- loen-korn (evit al loened gant kerniel)
- loen-laezh
- loen-nij (pe loen-pluñv)
- loen-porzh (al loened desavet e porzh an atant : yer, houidi, gwazi, etc...)
- loen-samm
- loen-tenn
- loen-ti pe loen tiel
[kemmañ] Gerioù deveret
- loenediñ, loenedus
- loenegezh
- loenel (anv-gwan)
- loenelezh
- loenek
- loeniñ
- loenoniezh
- loenoniour