Maloù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Maloù zo ur manac'h deuet da vezañ ur sant bras, unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh. Anavezet eo evel saint Maclou e ranvroioù 'zo eus Bro-C'hall (Maclovius e latin, hervez an testennoù kozh ).
An hengeltieg mac'h + low a dalvez evit gouestl lufrus. Lidet e vez gouel sant Maloù d'ar 15 a viz Du.
Taolenn |
[kemmañ] Ar vojenn
Ganet e oa Maloù e Bro-Gembre e fin ar VIvet kantved. Mont a reas d'ar skol da vanati Llangarfan. Echu e studi gantañ , e chomas ar paotr yaouank er manati evel manac'h. Kontañ a reer e vije bet badezet Maloù gant Sant Brendan hag e vije deuet da vezañ unan eus e ziskibled.
Anvet e voe da eskob, hervez ur vojenn hag e kuitaas e vro c'henidik. Bet e vije gant Sant Brendan e-pad e veaj kentañ da glask ar Baradoz. Treuziñ a reas ar mor un eil gwech gant kompagnuned hag e-pad an eil beaj-se e vije bet avielet inizi hanternoz Bro-Skos gantañ. Douarañ a reas en diwezh en enez vihan ar penitiour Aaron. Alese ez eas da gêr Aled, ma teuas da vezañ ar c'hentañ eskob anezhi . Eno en em lakaas da brezegenniñ, mes ar pezh a lavare ne blije ket d'an holl. En em dennañ e reas neuze e Bro-Saintonge. Eno e varvas d'ar 16 a viz Du eus ar bloaz 649.
Ul lodenn eus e relegoù a zeuas en-dro da Aled, sez an eskopti kaset goude pelloc'h war ribl ar mor e-lec'h m'emañ kêr Sant-Maloù hiziv.
Maloù a zo unan euzh ar seizh eskob diazezer a ya ar birc'hirined da welout o fennilizoù pa reont Tro-Breizh.
[kemmañ] Al lec'hioù-lid
[kemmañ] An testennoù
Skrivet eo bet Vita S. Maclovii (buhez Sant Malou) war-dro 870. Embannet e voe e 1636 gant Alberzh Meur (Albert le Grand), manac'h dominikan eus Montroulez.
[kemmañ] Liamm diavaez
- E saozneg: [1]