Marc'harid a Foix
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Marc'harid a Foix, priñsez a Navarra, ganet war-dro 1449 ha marvet d'ar 15 a viz Mae 1486 e Naoned, a voe dugez Breizh eus 1474 da 1486 dre zimeziñ gant an dug Frañsez an Eil.
[kemmañ] He buhez
Merc'h e oa da c'h-Gaston ar pevarvet (1425-1472), kont a Foix, ha da Eleonora ar Gentañ a Navarra (war-dro 1426-1479), rouanez Navarra.
D'an 27 a viz Mezheven 1474, e Klison, ec'h euredas gant dug Breizh Frañsez an Eil (1435-1488), a oa mab da Richarzh a Vreizh (1395-1438), kont Étampes (1421-1438), ha da vMarc'harid Orleañs (1406-1466), kontez Vertus (1423-?). Eil dimeziñ an dug Frañsez an Eil e oa, marvet e wreg kentañ er gwentloù e 1469.
Daou vugel o devoe:
- Anna Vreizh (1477-1514), dugez Breizh (1488-1514), rouanez Bro-C'hall eus 1491 da 1498 hag adarre eus 1499 da 1514, war-lerc'h dimeziñ gant ar rouaned c'hall Charlez an Eizhvet da gentañ, ha Loeiz an Daouzekvet war e lerc'h.
- Isabeau (1478-1490), marvet d'he daouzek vloaz.
Bevañ a rae e kastell Naoned gant an dug, he gwaz, hag e vestrez, Antoinette de la Maignelais hag o bugale.
[kemmañ] He bez
Emañ bez Marc'harid a Foix en iliz-veur Naoned, e-kichen he fried ha Marc'harid a Vreizh, anezhi ur bennoberenn a zelwenn, a vez graet bez Frañsez an Eil anezhi.