Wikipedia:Margodenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pennaennoù ha politikerezhioù diazez Tennañ a ra ar pennad-mañ da benaennoù diazez ar Wikipedia. |
Taolenn
|
[kemmañ] E berr gomzoù
Arabat implijout meur a gont evit hañvalout bezañ meur a den a-benn reiñ muioc'h a bouez d'un tem m'emañ o kaozeal pe o votiñ diwar e benn nag o klask mont e-bioù d'un gont stanket. Arabat ivez goulenn ouzh tud anavezet ganit krouiñ kontoù a-ratozh kaer evit sevel a-du ganit pe da lakaat un tem da mont war un tu a fell dit.
[kemmañ] Digoradur
Ur "vargodenn" eo an anv ma vez graet eus iskontoù ur Wikipediour/ez implijet gantañ/i meur a gont disheñvel gant bep un anv disheñvel. Erbedet e evz chom hep margodenniñ, da lâret eo krouiñ meur a gont gant an hevelep implijer, nemet ma vefe evit abegoù arbennik.
Goulennet e vez ouzh an holl implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont evit ma vefe reishoc'h disoc'h dilennadegoù ha votadegoù all hag ivez evit gallout lakaat e pleustr stankadennoù evit gwareziñ ar raktres pa sav reuz.
N'eo ket difennet krouiñ meur a gont met difennet groñs an hini eo o implijout evit mergodenniñ, da lâret eo ez-strizh evit hañvalout bezañ meur a den a-benn bouezañ war an divizoù kemeret war ar Wikiepdia en un doare direzh.
Pa vez krouet meur a gont gant an memes implijer/ez neuze e vez goulennet oute sevel liammoù etre ar c'hontoù-se en ur lakaat sklaer piv eo an implijer/ez kiriek dezhe.
[kemmañ] Diorroadur
[kemmañ] Abegoù evit stankañ lieskontoù
Stanket e vo diouzhtu gant ur merour hep kemennadenn gent ebet dre ret lieskontoù (meur a gont dindan kiriegezh an hevelep implijer/ez) seul wezh ma vez implijet ar c'hontoù-se evit mergodenniñ. Stanket e vo an holl iskontoù hag stanket e c'hello bezañ ivez ar gont pennañ ma vez ret.
Mar kav d'un implijer/ez bennak eo bet implijet lieskontoù evit mergodenniñ e rankont displegañ o abegoù dre mont e darempred gant unan eus ar verourion war-eeun pe dre leuskel ur gemenn war ar bajenn-mañ: Goulenn ouzh ar verourion.
A-wezhoù n'eo ket sklaer piv a zo a-drek d'ar gont-mañ'r-gont ha ma sav ur gudenn diwar implij didereat lieskontoù e c'hello ar verourion goulenn goût petra eo ar chomlec'h IP implijer gante reked giwriekaat identelezh un implijer/ez (Notenn: betek-hen n'eus implijer/ez ebet war ar Wikiepdia e brezhoneg ganti/añ ar galloud-se, abalamour da se eo ret mont da c'houlenn war al le'hienn-mañ war ar Wikipedia e saozneg).
[kemmañ] Implijoù difennet evit lieskontoù
aosut ha ma vez erbedet ouzh an implijerion/ezed krouiñ meur a gont (lieskontoù) n'eo ket difennet hen ober. Difennet eo avat implijout lieskontoù evit kas da benn oberoù hag a savfe a-enep da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia.
[kemmañ] Votadegoù ha argerzhadurioù kenasant all
Evit tizhout kenemglevioù hag ivez evit votiñ en dilennadegoù pe er mouezhiadegoù all hag en holl ergerzhadurioù ma vez klasket goût sav-poent pe ali an implijerion/ezed e ranker doujañ war ar Wikiepdia d'ar bennaenn diazez "un den = ur vot". Difennet-groñs eo nueze implijet lieskontoù evit lakaat seurt argerzhadurioù da vont war un tu bennaket en un doare direizh.
Ouzhpenn bezañ difennet implijout lieskontoù evit mouezhiañ meur a wezh eo difent ivez o implijout evit ma hañvalfe e savfe muioc'h a dud a-enep pe a-du gant ur sav-poent pe un ali resis.
[kemmañ] Klask labourat dre guzh
Ne ranker ket impljout lieskontoù evit klask kuzhat diouzh ar gumuniezh peseurt labour a vez kaset da benn gant peseurt implijer/ez. Ar gwir o deus an impliejrion/ezed all da gompren peseurt labour a vez graet gant an implijerion/ezed all ha rankout a ra pep hini bezañ kiriek evit al labour kaset da benn gantañ/i, da skouer ar pennadoù boulc'het gantañ/i, ar pennadoù bet kemmet gantañ/i hag an evezhiadennoù bet graet gantañ/i war ar pajennoù kaozeal.
[kemmañ] Kontoù fur ha kontoù reuz
Difennet-groñs eo krouiñ lieskontoù a-ratozh-kaer evit plantañ reuz (kont reuz) dindan un anv all disheñvel diouzh hini ar gont pennañ implijet evit kas da benn all labour a-feson a-hendall war ar raktres (kont fur). Difennet-groñs eo ivez d'ar verourion sevel seurt kontoù evit galloud kemer perzh en un tabut keit ha ma klaskont merañ an tabut-se en ur hañvalout chom neptu.
[kemmañ] Klask mont e-bioù da stankadennoù
Lakaet e vez da dalvezout ar politkerezhioù ofisiel dre implijer/ez ha n'eo ket dre gont. Stanket e c'hello bezañ ar c'hont pennañ ma implijer lieskontoù o klask mont e-bioù d'ur stankadenn bet lakaet war an implijer/ez-se evit an abeg-mañ'-n abeg.
[kemmañ] Lieskontoù merañ
Difennet eo d'ur merour bennak krouiñ lieskontoù gante gwirioù merañ. Bez e c'hellont krouiñ lieskontoù evit ober an diforc'h etre o labour evel merourion hag o labourioù all war ar raktres evel implijerion voutin met n'hall bezañ o galloudoù merañ stag ouzh unan eus o c'hontoù war un dro nemetken. Pa vez krouet lieskontoù gant merourion e vez erbedet oute, muioc'h c'hoazh evit ouzh ar re all, disklêriañ e vez implijet ar c'hontoù-se gant ar memes den ha sevel sklaer liammoù kenetreze.
[kemmañ] Implijout dereat evit lieskontoù
Daoust ha ma vez erbedet ouzh an holl chom hep krouiñ lieskontoù dre vras, bez' e c'heller krouiñ hag implijout lieskontoù evit kas da benn palioù dereat.
[kemmañ] Isrannañ al labour ha surentez
Bez' e c'hell un implijer/ez kaout c'hoant isrannañ al labour kaset da benn gantañ/i war ar Wikipedia dre grouiñ lieskontoù evit meur a abeg:
- evit kas da benn labour war un dachenn resis ma vez labouret kalz warni en ur implijout ur gont disheñvel evit al labourioù war tachennoù liesseurt all;
- pa vez laeret o toupin gante;
- evit kas da benn labour war un dachenn m'emañ brudet an implijer/ez-se evel un arbennigour warni evit gallout ober an diforc'h gant labourioù all kaset da benn gantañ/i war tachennoù all n'emañ ket ur mailh warne evit ma bne savfe ket divrud war e benn pe war he fenn e-keñver o labour arbennigour/ez;
- evit chom neptu pa vezer o labourat war temoù tabutus evit ma ne gredo ket d'an dud all int temoù o tennañ outañ/i ez-personel
[kemmañ] Bevennañ ha sioulaat tabutoù
A-wezhoù e vez krouet hag implijet lieskontoù evit mont e-bioù da dabutoù war un dachenn bennak hag a c'hellfe sevel diwar o identelezh pe evit chom hep bezañ taget koulz war ar Wikipedia pe er-maez eus ar raktres. Bez' e c'hell un implñijer/ez enrollet ober ar mesmtra dre dilugañ ha neuze labourat war un dachenn resis evel un implijer/ez dianav evit lebaourioù berrbad. Arabat implijout seurt doareoù avat evit hañvalout bezañ un implijer7ez disheñvel evit margodenniñ.
[kemmañ] Robotoù
Erbedet e vez ouzh implijerion/ezed bet krouet robotoù gante sevel kontoù a-ratozh-kaer evit bep a robot disheñvel diouzh o c'hontoù-implijer/ez personel-i evit gallout heuliañ gwelloc'h ha reizhañ an oberoù kaset da benn gant ar robotoù o-unan.
[kemmañ] Kontoù doppelganger'
Dereat eo krouiñ meur a gont gante anvioù-implijer/ez heñvel ouzh hini un implijere/ez evit herzhel ouzh implijerion/ezed all d'o krouiñ ha d'o implijout. Kontoù doppelganger a vez graet eus ar c'hontoù -se ha ret eo dezhe chom dizimplij ha bezañ lakaet warne ur gemenn sklaer o tisklêriañ o fal hag gant ul liamm o kas davet ar bajenn bersonel pennañ.
[kemmañ] Megodenniñ vit brudañ tabutoù ha klask skoazell
Didereat eo brudañ tabutoù war ar stern war ar Wikipedia o klask lakaat tud all da dont d'enrollañ a-ratozh-kaer evit pouezañ war an tabutoù-se hag evit o lakaat da vont war un tu pe un tu all. Didereat eo ivez goulenn ouzh mighnoned/ezed, kerent hag all krouiñ kontoù evit sevel a-du ganit un implijer/ez war un tem resis, da skouer un tabut pe ur votadeg. Rankout a ra bezañ stanket seurt kontoù-brudañ taktal hag hep kemenn gent en ur gemenn abeg ar stankadennoù memestra.
[kemmañ] Penaos anavezout ha dont a-benn d'ur vergodenn
Diaezet a-walc'h e c'hell bezañ dont a-benn da brouiñ emañ un implijer/ez bennak oc'h implijout ul liesskont evit mergodenniñ. Peurliesañ avat e c'hell bezañ souzhus gwelet un implijer/ez nevez-deuet gantañ/i ur gont nevez flimm-flamm kemer perzh e votadegoù, kaozeadennoù, tabutoù hag all en un doare azet-tre hag o tiskwel e anavez mat mont-en-dro ar Wikipedia dre vras, da skouer o c'houlenn ma vefe didiverket rummadoù ha pennadoù zo.
A-wezhoù e teu da vezañ sklaer emañ meur a den o labourat war an hevelep tu atav en ur sevel goulennoù hag oc'h ober evezhiadennoù heñvel-poch hag o sevel a-du pe a-enep d'an hevelep tabutoù bewech.
N'eo ket seurt heñvelderioù trawalc'h avat evit talvezout da brouennoù evit disklêriñ da vat emañ un implijer/ez bennak oc'h implijout lieskontoù evit mergodenniñ.
Ouzhpenn-se, m'eo bet boulc'het ha kemmet meur a bennad war un dachenn ledan (100 degasadenn pep hini d'an nebeutañ) e talvezfe kentoc'h evit diskwel n'eo ket lieskontoù dindan kiriegezh un implijer/ez nemetken met meur impljer/ez gant bep o c'hont.
Bez' e c'heller goulenn ma vo gwiriekaat identelezh IP meur a implijer/ez evit goût hag-eñ emañ an hevelep implijer/ez oc'h implijout meur a gont disheñvel. N'eus nemet un nebeud tud bet aotreet da wiriekaat chomlec'hioù implijerion/ezed enrollet evit gwareziñ gwirioù prevezded an holl implijerion/ezed. N'eus betek-hen hini ebet bet aotreet d'hen ober war ar Wikiedpia e brezhone. Evit goulenn ma vo gwiriekaet identelezh meur a implijer/ez a-benn klask goût hag-eñ int ar memes den pe get e ranker lakaat ur reked war ar bajenn-mañ war ar Wikiepdia e saozneg: Rekedoù gwiriekaat identelezh IP un implijer/ez. Ret eo diwall memestra, rak bez' e c'hell un implijer/ez kaout meur a IP disheñvel, lakaomp ma labour dindan un anv er gêr ha dindan un anv all en ur siber-kafe pe war he/e labour.
M'eo bet tamallaet dit dre fazi bezañ ur vergodenn, arabat mont e fulor pe mont kuit diouzhtu. Kae e darempred gant an implijer/ez pe ar merour bet lakaet ar gemenn war da bajenn bersonel ha displegañ dezhe an abegoù. Sur-mat e vo kavet un diskoulm buan-ha-buan.
[kemmañ] Lakaat war-wel kontoù-mergodenniñ
Bez' e c'heller lakaat ar patrom-mañ war pajenn bersonel un implijer/ez hag a c'hellfe bezañ ur vergodenn anezha/i:
({{Margodenn}})