Megaira
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Megaira (Μεγαιρα / Megaira, e gregach, da lavarout eo « Kasoni ») a zo unan eus an Erinied.
Hi eo a laka ar warizi da sevel en dud hag a ra dezho ober torfedoù. Goude-se e plij dezhi heskinañ, a-gevret gant he div c'hoar, ar vuntrerien he deus broudet da ober o zaol.
[kemmañ] Ger gallek
Diwar anv an doueez-se eo deuet ar ger gallek « mégère », a blij d'hon amezeien ober eus ur vaouez dihegar pe drougoberius, pa vo graet keben anezhi en hon yezh, diwar abegoù istorel.