Melite
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Melite a oa un Naiadenn, unan eus ar re niverus a voe karet gant Zeus ha gant e vab Herakles. Genel a reas mibien Herakles, Hyllus ha Hylas.

[kemmañ] Ar vojenn
[kemmañ] Karantez
Edo Herakles o klask repu e Scheria, pe enez Korfou, war-lerc'h ur brezel. Eno e reas ur pennad kousk war lez ul lenn. En dour, e oa Melite o chom gant he c'hoarezed. Pa voe kavet Herakles gant Melite e voe kuzhet ganti el lenn, da c'hoari koukoug gantañ. Mont a rejont d'ur penn all d'an enez da chom, ken e wilioudas Melite, ha daou vab a voe ganet ganti.
[kemmañ] Gwarizi
Zeus a oa droug ennañ abalamour ma kave gwelloc'h d'an Naiadenn un den evel Herakles eget un doue eveltañ. Herakles a yeas da glask fred da lec'h all evel kustum, ha setu ma voe un doueez all o ouelañ dourek d'an haroz pa varvas evel an dud.