Minos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur roue mojenel eus enez Kreta eo Minos (henc'hresianeg Μίνως / Mínôs) e mitologiezh Bro-C'hres. Mab Zeus hag Europa, merc'h Agenor, eo. Savet eo bet diwar e anv hini ar sevenadur Minoan zo en e vleuñv en eil milved kent J.-K. e Kreta.
[kemmañ] Mojenn
Renet en dije Minos war enez Kreta hag an Enezvor, tri rummad kent brezel Troia. Bevañ a rae e Knosos e-pad prantadoù nav bloaz kent en em dennañ en ur c'hev sakr ma oa hentet gant Zeus evit sevel lezennoù evit eneziz Kreta.
E mojennoù Athen e oa minos ur mac'homer kriz a c'houlenne bep bloaz kas Atheniz yaouank da reiñ d'ar Minotaor.