Mneme (muzenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mneme (pe Mnemea) a oa muzenn an Eñvor, hag unan eus an teir muzenn , a orin eus Beotia, hag a oa merc'hed da v-Mnemosina. C'hoar e oa da Aedea ha Meletea.
Muzenn ar c'hrouiñ arzel eo, klask a ra reiñ stumm d'ar soñjoù difetis. Da gentañ he devez soñj, war-lerc'h e sko war ar paper ar pezh a zo bet soñjet a-raok gant he c'hoar Meletea . Reiñ a ra korf ha buhez d'ar mennozhioù deuet eus empenn Meletea ha diwar he labour eo e labouro Aedea war-lerc'h.
Gant an arzourien e vez diskouezet evel ur plac'h o terc'hel ur goustilh-skrivañ.