Odyseüs
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Evit Ulises, gant James Joyce, mont da welout Ulises (romant).
Odyseüs (skrivet ivez Odiseus) pe Ulises a zo unan eus harozed an Iliada, ha haroz an Odyseia, an daou veurgan savet gant ar barzh Homeros, en Hen Hellaz.
Roue Itaka e oa, pried Penelope, ha tad Telemakos. E dad a oa Laertes hag e vamm Antiklea. Er pezh c'hoari Iphigenia en Aulis gant Euripides, eo Sisyphus a zo kontet da vout tad dezhañ.
Aet e oa, hervez an Iliada, da vrezeliñ da d-Troia. Echu ar brezel, setu eñ o klask distreiñ d'e enez, nemet kantren a raio e-pad dek vloaz a-hed aodoù ar Mor Kreizdouarel tra ma vo e wreg er gêr ouzh e c'hortoz.
Taolenn |
[kemmañ] E anv
Ulises a zo e anv latin (Ulixes ervat) , Ὀδυσσεύς pe Odyseüs e oa e anv e gregach). Kavout a reer ivez ar stummoù Olysseus (Ὀλυσσεύς), Oulixeus (Οὐλιξεύς), Oulixes (Οὐλίξης).
Hervez Homeros e talvez an anv kement ha "mab a boan". Kentoc'h e teufe eus οδηγός: odēgós, "an ambrouger, an diskouezer-hent". Talvezout a ra ivez "poan", pe kentoc'h "an hini a ra poan hag en deus poan". Ha poan en devez alies, poan-spered da vihanañ.
Talvezout a ra war un dro "an hini en deus kasoni" hag "an hini a zo kasoni outañ". Kasoni en deus ouzh an doueed, ha kasoni o deus-int outañ. Dont a ra e anv diwar ar verb "οδυσσάομαι-οδυσσωμαι", a dalv war un dro 'kasaat" ha "bezañ kasaet".
[kemmañ] En Iliada
[kemmañ] En Odusseia
.
[[Imagen:Polyphemus Eleusis 2630.jpg|thumb|300px|Amforenn ragatek o tonet eus Odyseüs. Skeudenn Odyseüs o tallañ Polifemos dirak e genseurted]]
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Danvez implijet da sevel ar pennad
- Le Robert de poche, 9 000 noms propres, evit an anv Odyseüs.
- Geriadur divyezhek Hemon-Huon, Al Liamm 1997, evit an anvioù Odyseüs ha Troia.