Pablo Milanés
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pablo Milanés a zo bet ganet e Bayamo (Kuba) d'ar 24 a viz C'hwevrer 1943. Sonaozour, kaner ha gitarour, studiet en deus e skol sonerezh La Habana. Graet e vez anezhañ unan eus krouerien an Nueva trova asambles gant Silvio Rodriguez pe c'hoazh Noel Nicola.
Sonet en deus gant sonerien niverus, en o zouez : Silvio Rodriguez, Joaquin Sabina, Ana Belen, Joan Manuel Serrat, Víctor Manuel, Los Van Van, Lilia Vera, Caco Senante...
E ganaouennoù brudetañ a zo Yolanda, Yo me quedo, Amo a esta isla ha El breve espacio en que no estás.
Levezonet eo bet Pablo Milanés gant al Latin jazz. Tapet en deus brud adal ar bloavezhioù 1960 gant e stil sonerezh dibar hag e destennoù barzhoniel awenet gant buhez an dud ha darvoudoù ar mare e Latinamerika. Pablo Milanés en doa harpet Fidel Castro e deroù e renad. Koulskoude, n'eo ket chomet hep abegiñ anezhañ. Komzoù taer en deus bet a-enep dezhañ zoken : "A Fidel le critico la falta de libertad de expresión porque hay tantas cosas bonitas aseguradas por la revolución que cuando ves que es capaz de encarcelar a un agente durante 20 años porque habló dos o tres mierdas, no lo concibes".
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (es) Pajenn diwar-benn Pablo Milanés
- (es) Che, Guía y Ejemplo: - Song of Pablo Milanés dedicated to the Che Guevara