Pariz 1871
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Kronologiezh
Dibenn an eil impalaeriezh ha Komun Pariz
1870
- 19 a viz Gouere: Bro-C’hall a ziskler brezel da Vro-Prus.
- 2 a viz Gwengolo: trec’het eo Napoleon III e Sedan.
- 4 a viz Gwengolo: diskleriadur ar Republik e Lyon hag e Pariz.
- 27 a viz Here : Bazaine, e-penn an arme republikan a rent an armoù e Metz.
- 28/30 a viz Here : Klask a ra an arme terriñ ar c’helc’hiad a Brusianed, en ur vont d’ar Bourget (c’hwitadenn).
- 31 a viz Here : Emsavadeg e Pariz, Flourens ha tud Belleville a dap an Ti-Kêr, diouzh an noz eo tapet gant an arme en-dro.
- 3 a viz Du : Votadeg evit ur gourarnamant a Zifen Broadel.
- 5/7 a viz Du : Dilennadegoù ar maered er c’harterioù.
- 3 a viz Kerzu : C’hwitet eo un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiad ar Brusianed.
- 21/22 a viz Kerzu : C’hwitet eo adare un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiad ar Brusianed er Bourget.
1871
- 19 a viz Genver : C’hwitet eo c’hoas un arshailh evit klask terriñ ar c’helc’hiad.
- 22 a viz Genver : Manifestadeg vras a enep ar galloud dirak an Ti-Kêr.
- 28 a viz Genver : Sinet eo an arsav-brezel etre Prus ha Frañs.
- 8 a viz C’hwevrer : Dilennet e vez ur Vodadeg Vroadel.
- 15 a viz C’hwevrer : En em gevrediñ a ra ar gward broadel.
- 17 a viz C’hwevrer : Thiers lakaet e-penn ar galloud oberiañ.
- 26 a viz C’hwevrer : Sinet e vez ar peoc’h e Versailhez, ratifiet eo d’ar 1añ a viz Meurzh.
- 1/3 a viz Meurzh : An alamanted o en em staliañ war ar Champs Elysées evit tri devezh.
- 10 a viz Meurzh : Dilojañ a ra ar Vodadeg Vroadel da Versailhez.
Eus ar Gomun d’an trede Republik
1872
- 14 a viz Meurzh : Freuzadur ar gward broadel. Lezenn Dufaure a harz diouzh an dud mont en Etrevroadel.
- 14 a viz Meurzh : An harluidi kentañ a zo kaset d’ar galeoù e Kaledonia-Nevez (Kanakia).
1875
- 14 a viz C’hwevrer : Mennad Wallon, votet gant ur mouezh difoc’h etre ar muiañ-niver hag ar bihan-niver.
1876
- Miz c’hwevrer/ miz Meurzh: An trec’h az a gant ar republikaned en dilennadegoù.
1879
- 3 a viz Meurzh : Distaoladeg lodeg.
1880
- 23 a viz Mae : Kentañ lid koun da moger ar re gevredet e Père Lachaise.
- 11 a viz Gouere : Distaoladeg hollek.