Paul ar Flem
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ganet eo bet ar sonaozour breton Paul ar Flem e Lezardrev (Aodoù-an-Arvor) d’an 18 a viz Meurzh 1881. Marvet eo e Landreger d’an 31 a viz Gouere 1984.
[kemmañ] Buhezskrid
Hag eñ emzivad d’an oad a zaouzek vloaz e voe koulskoude Paul ar Flem ur skoliad eus ar re wellañ e lise Brest hag e teskas e-unan pennoù kentañ ar sonerezh. A-drugarez da Joseph Farigoul, rener Musique des Equipages de la Flotte, a oa bet o selaou e oberennoù bihañ kentañ (danvez enno e oa bet kavet gantañ), en em enskrivas d’ar Skol sonerezh e Pariz adal 1899.
Tapout a reas ivez un aotreegezh war ar filosofiezh er Sorbonne ma heulias kentelioù Henri Bergson. E 1902 ez eas da Moskov evel tigelenner hag e teskas rusianeg du-hont. Triwec’h miz diwezhatoc’h, en em enskrivañ a reas d’ar Schola Cantorum ma studias dindan renerezh d’Indy ha Roussel. E 1923, o tont war-lerc’h Roussel, e teuas da vezañ kelenner a gendonouriezh betek 1939. Erik Satie hag André Jolivet a voe e skolidi.
Adalek 1905 betek 1913 e vo savet gantañ e oberennoù pennañ hag e krogas evitañ ur maread krouiñ eus ar fonnusañ a voe torret a-daol-trumm abalamour d’an engalvadeg d’ar Brezel meur.
Adalek 1921 betek 1937 e teuas da vezañ sonerezhvarnour er gelaouenn bemdeziek Comoedia. Gantañ eo e voe anavezet donezonoù Igor Stravinsky ha Darius Milhaud.
Dre ma oa speredek-kenañ hag a spered digor e oa prest da zifenn an holl oberennoù a dalvoudegezh d’e veno, daoust ma oant pell diouzh e zoare. Bepred e toujas d’e wirizennoù breizhat dre gemer perzh, da skouer, en emsav arzel breizhat er bloavezhioù tregont, Strollad ar Seiz Breur.
Hep termal, ha daoust d’an tabutoù a veze etre ar skolioù, ar broioù hag ar rummadoù, e alias d’e skoliad André Jolivet mont da labourat gant Edgard Varèse, disprizet penn-da-benn d’ar mare-se. E-keit-se e voe kelenner war ar sonerezh ha penn-kor. Adkregiñ a reas da sonaozañ e 1936 hag e paouezas gant ar vicher-mañ pa teuas da vezañ dal e 1975.
[kemmañ] Oberenn
Levezon sonerezh ar XVIvet kantved, ar sonerezh hengounel breizhat ha dreist-holl hini Debussy a vez klevet e oberennoù ar Flem.
En e oberennoù yaouankiz e sonaozas evit ar benvegoù dreist-holl, ur "Sonadenn evit ar violin hag ar piano" peurgetket, ur "Pempad-kerdin" ha pevar fezh bras evit ar piano : "Dre al lanneier", "Dre an aodoù", "Kalvarioù kozh" hag "Ebrel".
Evit ar c’hlaviaz e sonaozas ur "Sinfonienn", ur "Faltazienn gant piano solo", "Mouezhioù an donvor", hag, awenet gant ur c’hantik breizhek, "Evit ar re varv"(1913). Ouzhpenn un nebeud kerzennoù ha koroù e skrivas "Aucassin ha Nicolette" (1909), eiladur savet evit un abadenn skeudoù sinaat da vezañ leurennet. (1924).
Gant oberennoù an oad gour e voe echu gant ur maread difrouezh a badas un ugent vloaz bennak. Arz lourennek a voe dreist-holl. E c’hoarigan kentañ, "Eostig Sant-Maloù", a sonaozas e 1938, hag e voe krouet e 1942 en Opéra-comique.
Morse ne voe sonet "Frankizenn ar voudig" e eil c’hoarigan skrivet e 1944. Diwar "Strobinellerezh ar mor" (1954), a voe ur c’hwitadenn, e tennas daou "Etrec’hoarioù", ar pajennoù nemeto krouet d’ar c’houlz-se, gant an "Eil sinfonienn" (1956).
E-pad e gozhni, e sonaozas Paul ar Flem, sonerezh-mouezh ("Morvenn ar Gouezelad" hag "Enor da Rameau"), un oberenn andonek, ar "Concerstück evit violon ha laz-seniñ" (1964), un "Trede Sinfonienn" (1971), ur "Pevare Sinfonienn" (1975), "An hini Miliget", ur c’hoarigan na voe morse sonet hag e "Rakkerzoù evit laz-seniñ" (diechu, 1976).