Kaozeal:Persefone
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Da vezañ enteuzet gant Persephona ha neuze da vezañ savet un adkas eus an eil pennad d'egile. ret e vo gortoz an diviz war ar stern e-keñver an doare da vrezhonekaat an anvioù divoutin henc'hresianek. --Merour (Neal) (Kaozeal) 17 C'hwe 2007 da 17:28 (UTC)
Setu amañ an destenn bet tennet diwar ar pennad diverket dindan an titl Persephona da vezañ enteuzet gant homañ ((Kaozeal)):

Merc'h Zeus ha Demeter eo Persefone (e gresianeg Περσεφόνη, Persephónê, met Περσεφόνεια, Persephóneia e skridoù Homeros). Lakaet e oa bet Kore pa oa bet ganet, (Κόρη, Kórê, da lâret eo « ar plac'h yaouank », peotramant « ar verc'h », da dostaat da "Demeter", « ar vamm » (ἡ Μητὴρ, hê mêtềr). E Sikilia e oa o vevañ, war ar maez. Gwreg Hades eo ha rouanez an Ifernioù. Proserpina eo anv an douez roman a glot ganti.
Taolenn |
[kemmañ] skrapadenn Persefone
Skrapañ a reas Hades e nizez Kore, gant asant Zeus. Persefone a oa ur plac'h a verc'h, ur plac'h yaouank brav-kenañ, ha desavet e oa e kuzh gant he mamm e Sikilia, an enezenn a blije dezhi ar muiañ, e lec'h ma oa e surentez. Pa oa o kutuilh bleuñv gant nimfennoù e kompezenn Enna e tigoras an douar dindan e dreid hag e tianadas gant ur c'harmadenn skrijus.

Demeter a glaskas anezhi e pep lec'h hag a baouezas da gas e gefridioù doueez da benn, ar pezh a zegasas un naonegezh spontus. Rediet e oa Zeus da glask un emglev etre Hades ha Demeter kent na vefe rivinet an Douar. Hag eñ ha kas Hermes davet Hades. Asantiñ a reas hemañ da lezel ar plac'h da vont kuit gant ma n'he dije ket tañvaet boued ar re varv c'hoazh. Evel ma oa chomet war yun abaoe he skrapadenn e oa bet ret da Hades moustrañ war e imor ha lezel anezhi da vont kuit. Paouez a reas Demeter a ouelañ neuze. Met evel ma oa o vont kuit da Eleusis, unan eus jardinerien Hades, anvet Askalafos, a lavaras dezhañ he doa kutuilhet ur greunaval ha debret seizh greunenn diouti (Lod all a lavar e oa bet rediet da zebriñ ur c'hreunenn gant Hermes e-unan). Ret e oa dezhi bevañ en Ifernioù hiviziken. Gourdrouz a rae Demeter paouez da lakaat ar plant da greskiñ avat. Kinnig a reas Zeus e chomfe he merc'h en Ifernioù e-pad c'hwec'h miz bep bloaz hag ez afe davet he mamm e-doug peurrest ar bloavezh. Dont a reas da vezañ ar rouanez Persefone a veve gant Hades an hanter eus ar bloaz met na roas bugel ebet dezhañ.
[kemmañ] Persefone hag Adonis
Afrodite he devoa karantez evit ur paotr yaouank, e anv Adonis. Pa oa lazhet e tiskennas d'an ifernioù. Teurel a reas Persefone kehel war ar sirianad yaouank. Poan he devoa Afrodite o c'houzañv marv he muiañ-karet ha karantez rouanez ar re varv evitañ. Goulenn a reas skoazell Zeus. Hemañ a zivizas e chomfe Adonis en Ifernioù e-doug un drederenn eus ar bloaz, ez afe da vevañ gant Aphrodite un drederenn all hag ez afe d'all lec'h ma karfe gwellañ e-pad an drederenn ziwezhañ eus ar bloaz.
[kemmañ] Persefone ha Zeus
A-hervez he doa ganet Persefone ur mab diwar Zeus. A-wezhioù e reer anezhañ Sabazios, doue an heol, a-wezhioù ez eo Zagreus a vo atahinet, distrujet ha dasorc'het hrevez kredennoù an Orfegezh.
[kemmañ] Persefone en arzoù
[kemmañ] livadurioù
Alies e bet implijet danvez skrapadenn Persefone gant an arzourien. Strollad Gian Lorenzo Bernini, er mirdi Borghese, e Roma, eo an oberenn ar muiañ anavezet. Menegomp ivez :
- Murlivadur bez Persefone e Vergina, gant Philoksenos Eretria (IVe siècle kent J.-C.).
- Skrapadenn Proserpina gant Rembrandt (war-dro 1632).
[kemmañ] Sonerezh
- Savet ez eus bet un trajedienn lourennek anvet Proserpine gant Jean-Baptiste Lully e 1680.
- Igor Stravinsky en deus savet un opera anvet Persefone.
[kemmañ] Mammennoù
- Apollodoros, Levraoueg (I, 3, 1 ; I, 5, 1-3) lenn enlinenn.
- an Argonauticon gant Valerius Flaccus pe Apollonius Rodos lenn enlinenn.
- Hesiodos, Theogoniezh (v. 912) lenn enlinenn.
- Homeros, Odisseia (X) lenn enlinenn.
- Caius Julius Hyginus, Fablennoù (CXLVI ; CLXVII) lenn enlinenn.
- Meulganoù homerek (Demeter, passim) lenn enlinenn.
- Nonnos Panopolis, Dionisiegoù (V) lenn enlinenn.
- Ovidius, Fasti (IV, 417 ha goude) lenn enlinenn, "Metamorphoseon" (V, 341-408 ; VI, 114) lenn enlinenn.