Peurunvan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Pal ar peurunvan a oa unvaniñ an doare-skrivañ KLT eus 1908 gant hini Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek.
Ar peurunvan zo hiziv doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg. Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.
Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret, pa voe adkroget da skrivañ e peurunvan e 1945 gant Youenn Olier. Andreo Ar Merser, Armans Keravel pe c'hoazh Visant Seité, daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e 1941 o doa e zilezet e 1945, hag aet a-du gant ar Skolveurieg e 1954.
Gwir eo e oa anv ivez da gelenn brezhoneg er skol hag e c'houlenne yezhourien alaman evel Leo Weisgerber e vije unvanet an doare-skrivañ evit Breizh a-bezh.
Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù.
Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet Roparz Hemon d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezan ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret stummoù gwenedek-rik er yezh lennek.
Da studiañ doare-skrivañ ar peurunvan : Doareoù-skrivañ e brezhoneg