Pontekroaz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Pontekroaz | |
{{{skoed}}} | |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Bro hengounel | Kerne - Kab |
Arondisamant | Kemper |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù ar C'hab Sizun |
Bro 'Voynet' | {{{Bro Voynet}}} |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | Kanton Pontekroaz (Penngêr) |
Kod INSEE | 29218 |
Kod post | 29790 |
Maer Amzer gefridi |
Gilbert Ansquer {{{amzer-gefridi}}} |
Gorread | 809 ha = {{{gorreadkm²}}} km² |
Hed | -4.05° |
Led | 48.5° |
Uhelder | keitat : 35 m bihanañ : 2 m brasañ : 73 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 670 ({{{deiziad-poblañs}}}) |
Stankter | war-dro 206 ann./km2 |
{{{kartenn}}} |
Pontekroaz a zo ur gumun eus Bro-C'hall, lec'hiet e departamant Penn-ar-Bed hag e Breizh.
Ar Bonterien e vez graet eus an annezidi.
Anv ofisiel brezhonek : Pontekroaz, anv brezhonek lec'hel : Ar Pont
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz Itron Varia Roskudon, 12vet-15vet kantved, roman ha gotek
- Chapel Sant-Visant, gotek nevez, XXvet kantved
- Ti ar Markiz, XVvet kantved ha meur a di kozh e kreisker
- Straedoù pavezet
- Feunteun Itron Varia Roskudon
[kemmañ] Douaroniezh
Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr war un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o red d'ar C'hornog hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor.
E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg).
A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh.
Kanienn ar Waien a ya a-hed un ugentad a gilometrad war un ahel eus e vammenn e Pennwaien e Ploneiz betek ar c'hammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonikel er c'hornog en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Van en Norzh ha Beg ar Raz er Su.
[kemmañ] Istor
Evel testeni eus ar sevenadur galian-roman ez eus bet kavet ur villa bras awalc'h e Kervenenneg gant ur c'hibelldi prevez (eno ez eus bet kavetmarelladurioù). Un hent roman a ya d'ober harz Pontekroaz en Norzh war an uhelgompezenn hag ez ae an hent-se eus Kemper betek Beg ar Raz.
Er Grennamzer ne oa ket ur parrez e Pontekroaz hag e voe ar gêriadenn un drev staget ouzh parrez Beuzeg-ar-C'hab. N'eus roud ebet eus difennoù a zo bet savet e derou ar Grennamzer, met e veze graet Tour ar C'hastell eus un nebeud straedoù e kreiskêr. Ul lec'h strategel eo bet Pontekroaz en amzerioù kozh p'edo e kenere ar Vro-Vigoudenn ha Bro ar C'hab-Sizun a-raok ma oa bet savet ur pont en 1933 e Gwaien.
Sez ur senesaliezh ha lec'h foarioù bras, kozh ha brudet-tre eo bet Pontekroaz ken e oa staliet sez ar galloud hag meur a embregerezhioù-kenwerzh.
Er XVvet kantved ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreist-renk hag e vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ : un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar XVIvet kantved.
Er XVIIvet kantved eo bet staliet e Pontekroaz sez isdileuridigezh ar Roue, met er mare-se e teu ar gêrig Gwaien, e genou ar richer, da vezañ ur porzh kevezer evit ar c'henwerzh. E 1823 eo bet krouet ar c'hloerdi bihan e skeud an iliz hag adsavet eo bet goude 20 bloaz gant adeiladour an eskob, Joseph Bigot. Hemañ en deus miret en e soñj pegen brav eo an tour mistr pa voe karget sevel tourioù nevez iliz-veur Gemper war-dro 1850. E dibenn anXIXvet kantved eo bet savet ur c'hae nevez pa gresk ar gounezerezh gant muioc'h-muiañ a broduioù da ezporzhiañ.
Evel meur a annezer gêrioù Breizh e oe ar Bonterien a-du gant an Dispac'h gall hag e-pad an IIIde Republik e trec'h ar Strollad Radikal-Sokialour er maerdi.
E savadurioù ar c'hloerdi ez eo bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan anv sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet e skol katolik Itron Varia Roskudon).. Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo ar gêr hag e teu muioc'h-muiañ a dud-justis (notered, ucherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e vez ivez letioù pa gresk an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved eo bet savet gant ar C'huzul-Meur ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abbad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946). En XXvet kantved e tisgresk saviad armerzhel ar gêr hag e boblañs ivez (goude 1950). Koll a ra e roll kenwerzhel uhel pa vez aesoc'h-aesañ mont-ha-dont gant ar c'hirri-tan hag p'eo savet e 1933 ar pont etre Ploeneg ha Gwaien.
Da vezañ kendalc'het...