Porzh (evit listri)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur porzh a vez kavet war an aodoù pe war riblennoù ar stêrioù. Ober a reer porzh eus ul lec'h m'eo posupl, mod pe vod, mont ha dont war vord ur vag.
War aodoù Breizh e vez graet porzh eus kement pleg-mor, bihan ha bras, ma c'heller lezel ur vag, gant ma vo posupl lakaat anezhi er goudor.
En Henamzer e oa porzhioù bras koulz war ar mor ha war ar stêrioù. Tennet e veze splet eus an enezennoù pe evit bezañ goudoret a-dreñv dezho pe evit sevel un hent a-dreuz ar stêr (war roudouroù pe war bontoù) hag e veze krouet ul lec'h-kenwerzh. Skouer un enezenn a-raok ur porzh : Douarnenez, Konk-Kerne, Rosko, Sant-Maloù. Skouer un enezenn war ur stêr : Naoned, Pariz.